Wilhelm Hauff

Wilhelm Hauff (1802-1827) zo ur skrivagner alamanek eus amzervezh ar Biedermeier.

Studier e voe e skol-veur Tübingen. Kelenner e voe gant bugale ministr ar brezel e Württemberg, ar jeneral Ernst Eugen von Huegel (1774-1849), hag evito e savas kontadennoù hag a voe embannet en 1826. Awenet e oa gant romantoù Walter Scott, pa savas ar romant istorel Lichtenstein (1826), a c'hoarvez en amzer an dug Ulrich von Württemberg (1487-1550).


Developed by StudentB